Heinrich Seuse

Heinrich Seuse, anvet ivez Heinrich Suso pe Amandus (en e skridoù) oa un dominikan alaman, teologour kevrinek. Un diskibl da Vestr Eckart eo bet.

Ganet e vije bet d'an 21 a viz Meurzh 1295 en Überlinken war aod Lenn Konstanz pe e-kichen Konstanz. Aet eo da Anaon e Ulm d'ar 25 a viz Genver 1366. Bet eo lakaet war roll an dud wenvidik e 1831.

Ganet eo bet Heinrich von Berg er familh a oa o ren war Verg. Kemeret en deus goude anv-familh e vamm Sus pe Süs. Degemeret eo bet da 13 vloaz e novisti an dominikaned e prioldi Konstanza. Eno e studias prederouriezh ha teologiezh.

War-dro 18 vloaz e troas war du ur vuhez relijiel kevrinek

Kendalc'het en dus da studiañ prederouriezh ha teologiezh da gentañ e kouent dominikan Straßburg (kazi sur etre 1319 ha 1321) ha goude e Studium Generale an Dominikaned e Köln (1324 betek 1327). Eno e vije bet e darempred gant Mestr Eckart ha Johannes Tauler, o-daou kevrinourien vrudet.

Deuet en-dro da brioldi Konstanz war dro 1327. Kelenn a reas eno met burutellet e voe e gelennadurezh abalamour d'e liammoù gant Mestr Eckart a c'heller krediñ. Barnet oa bet hemañ etre 1326 ha 1329 ha kondaonet. Difenn a reas Seuse anezhañ en e levr Das Büchlein der Warhrheit ( Levrig ar Wirionez) bet skrivet war-dro 1326 pe un tamm diwezhatoc'h. Al levr a voe gwelet evel disivoudel ha dleout a reas Seuse mont d'en em zifenn dirak Chabistr Meur an Dominikaned e Maastrichte 1330. Ne ouzer ket mat penaos e tremenas an traoù met n'hellas ket kelenn ken etre 1329 ha 1334.

E levr Das Büchlein der ewigen Weisheit (Levrig ar Furnez peurbadel) bet skrivet war-dro 1328 a zegasas trubuilh dezhañ ivez

Ne ouzer ket mat petra a reas goude. Soñjal a reer e oa bet priol kouent Konstanz etre 1330 ha 1334 pe war-dro 1340. Anavezet eo evit bezañ bet un toullad diskibled; paotred ha merc'hed, re zo liammet ouzh luskad "Mignoned Doue". Kreñv eo bet e levezon e kumuniezhioù relijiel merc'hed, dreist-holl e kouent dominikan Katharinental en Aargau, brudet evit bezañ ul lec'h a gevrinegezh er XIIvet ha XIVvet kantved. E-kerzh e veajoù e skoulmas darempred gant Elsbeth Stagel, priolez kouent dominikanezed Töss, e "verc'h speredel". Troet he deus darn eus e skridoù latin en alamaneg. Dastumet ha miret he deus e lizhiri.

Harluet e voe gant kumuniezh dominikan Konstanz etre 1339 ha 1346 (prantad an dizemglev bras etre ar Pab Yann XXII hag an Impalaer).

Kaset e voe da gouent Ulm e 1348. Chom a reas eno betek dibenn e vuhez war a seblant. Embannet en deus skridoù en alamaneg d'ar mare-se. Marvet eo e 1366 e Ulm.


Developed by StudentB